Emgann Five Forks

Emgann Five Forks, argadenn Sheridan e Five Forks
(lithografiezh embannet e-tro1886)

Emgann Five Forks a oa bet stourmet d'ar 1añ a viz Ebrel 1865, e mervent Petersburg, e Virginia, e SUA, war-dro kroashent linennoù tren Five Forks, en Dinwiddie County, e fin Sez Petersburg. Fin ar Brezel diabarzh stadunanat e oa.

An Union Army renet gant ar major jeneral Philip Sheridan en devoa trec'het un nerzh kengevreet eus an Army of Northern Virginia renet gant ar major jeneral George Pickett. Nerzhioù an Unaniezh a oa deuet a-benn da lazhañ ouzhpenn 1000 soudard kengevreet ha da bakañ ur 4000 prizoniad bennak. Deuet e oa an Unaniezh a-benn da aloubiñ Five Forks, ur c'hroashent strategel evit ar Su a-fed linennoù dezougen dre dren.

Goude Emgann Dinwiddie Court House (31 a viz Meurzh) da 10:00 eur noz, ar Vvet korfad traodegiezh a errue nepell diouzh an dachenn emgann evit reiñ harp da korfad marc'hegiezh Sheridan. Urzhioù Pickett a-berzh e penn ofiser ar jeneral Robert E. Lee a oa da zifenn kroashent dezougen Five Forks "at all hazards" (ne ra forzh ar goust) dre ma oa ur poent strategel evit ar su.

Fiñvoù milourel e Petersburg a-raok ha goude Emgann Five Forks

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy